Fell 'ra d'ar Vretoned mont war an aodoù en-dro!
Distreiñ war an traezennoù ha war bord ar mor. Setu 'pezh 'zo goulennet gant ur bern tud e Breizh. Goulennet eo bet gant Maered , kevredadoù sportoù mor ha sportourien a live uhel ar gwir da zistreiñ d'ar mor adalek an 11 a viz Mae. Embannet oa bet c'hoazh disul diwezhañ gant ministr an diabarzh Christophe Castaner ne vefe ket aotreet an dud da vont d'ar mor a-raok penn kentañ miz Even, d'an abretañ. Savet 'zo bet neuze sinadegoù ha strolladoù war ar rouedadoù sokial evit ma vefe lakaet fin d'an afer-se. Anton Kabon a zo surfour, e Gwidel emañ kraouiet hag ezel eo eus ar strollad facebook « Collectif de la Terre à la Mer ». Reiñ a ra deomp da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar strollad ha war an doare m'eo kaset ar stourm 'vit dieubiñ an aodoù. Emañ deus mikro Neven Penneg.