àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Evel ur pesk en dour

Evel ur pesk en dour

Setu titl ar c'hamp oa keunniget get an Ubapar d'ar grennarded sizhun'zo e Sant Inan. Pevarzezk den yaouank etre pevarzek ha pempzek vlez zo daet. An digarez evite da veviñ assampl e-pad ur sihuniad tro dro d'oberezhoù a-bep seurt èl koronkiñ e lenn Gwerledan pe monet get ar velo dre ar c'hoadeier pe a-hed ar ganol. Chwajet o deus ar grennarded e-mesk an traoù keunniget dezhe get skipailhad an animatourion. Ret e oa dezhe alejiñ ar boued pe kempenn an ti iwez. Riwanon an Habask 'zo bet renerez ar c'hamp-mañ, displeg a ra deomp penaos eo tremenet an traoù. Maelig, pemzek vlez, zo daet a Gastell-Paol. N'eo ket ar wezh-ketan dezhoñ tremen e vakañsoù barzh ur c'hamp mod-se. Lâret a ra deomp petra blij dezhoñ. Ur reportaj get Yaelle ar Mouel. http://www.ubapar.org/

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio