Kevre Bro c''hall melldroad o paouez holl kampionadoù an amatourien pe dost...
Divizet 'neus Kevre Bro-C'hall Melldroad, hag ar prezidant Noel Graet, lakaat da baouez an holl gampionadoù gant an amatourien war bouez Rummad kentañ ar merc'hed hag an National (3de rummad paotred). An diviz 'mañ 'oa gortozet un tamm mat abaoe ma 'oa embannet gant Emmanuel Macron derc'hel gant ar prantad klozañ betek an 11 a viz Mae. Forzh penaos, 'vefe ket bet sirius lakaat 22 c'hoarier war un dachenn asambles gant an erlec'herien, renerien ar c'hleuboù hag an dredeoged. 'e miliadoù a lec'hioù war un dro. Poent 'oa sklaeraat an traoù eus tu Kevre Frañs melldroad. Selaouolmp Helory Le Gall-Carré 'zo o c'hoari gant skipailh Gourin. Gant Erwan Blanchard emañ.
Gant fin ar c'hampionadoù gant an amatourien 'zo keloù mat 'vit kleuboù 'zo eus ar vro: Stad Briochin 'zo e plas kentañ eus ar c'hampionad National 2 'neus gounezet e blas e National 1. 'Oa ket bet gwelet ar c'hleub se 'ba ul live ken uhel abeo kreiz ar bloavezhioù 90. A-hend all 'yaio Stad Plabenneg eus an National 3 d'an National 2. Pignat 'ra Milizag, Guipry ha Stad Briochin B eus al live Rejional 1 da National 3.