àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar batimant Anglez hag ar verc'h-mor

Ar batimant Anglez hag ar verc'h-mor

Un istoer kontet da Iwan an Diberder get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz d'an 9 a viz Gouel-Mikael 1913. . An naratour : Mazhev Coviaux Ar siren gozh : Jeanne Chevrel Ar c'habiten : Benoit Allaire Ar Siren yaouank : Enora Molac . Ur wezh dreist an deizioù arall, en em gavet ur vapeur anglez da bas. Hi a za en draezhenn, en aod. Hag int a ouele tout. Setu arru ur siren gete ha marse he devoa daou-gant vlez, hag e lâras dezhe : - Ne ouelit ket. G'un taol doc'h ma lost pesk me ' vountay ho papeur er-maez hag aze 'po ket dañjer ebet mui da bas. Met seulamant ma ankoueit ket, a lâras ar siren dezhe. Mar james man gwelit en dañjer, c'hwi a añseay ma zenniñ a vizer, a lâras ar siren. Hag ar c'habiten ag an ekipaj a lâras dezhi : - James, siren gozh, ho ankouehomp ket, kar c'hwi a servij da vout mamm deomp. Setu oaet ar vapeur g'he hent, hag ar siren gozh àr he enezenn. Kavet amzer gaer dezhe a-d'rant o boaiaj. Int 'gomañse da ganiñ er bourzh. Ur miz goude int en em gavas da bas e-tal un enezenn arall. Ha bout 'oa ur siren e-tal ur roc'h, ha hi a lâras dezhe : - Taolit meiz deoc'h. Re goutant oc'h. Ar siren gozh, an hani 'devoa ho sovet, honnezh ne oar ket ar pezh a oaran me. 'M eus ket ankouaet un deiz e oa ur pezh pesk genin ha c'hwi 'poa-eñ lammet genin. Met seulamant m'ho avertis, ne rit ket mui div wezh ar pezh hoc'h eus graet. Kar ho patimant a vankay dizan ho treid. Ar c'habiten a c'houlennas pardon geti. - Me 'oar, kapiten, 'd eo ket c'hwi eo. Unan doc'h hoc'h ekipaj, ha m'en diskouezay deoc'h. Setu m'int partiet, hag a laoskas ar siren en he unan. Pand int arru pell àr ar mor, int a welas ur vandenn é tañsal àr an dour. Hag e oa pemzek siren doc'hte. Hag ar batimant oa ret dezhoñ pas e-kreiz. Hag ar c'habiten a lâras : - Retournomp en-dro. Kar ma touchomp e hani doc'hte, e arruay fall draoù geneomp. Eñ (int ?) o deus troet hent, ha lokaet ar pemzek siren da zañsal. Hag a-ziabell int a huche àrnezhe : - Chañs ha boneur ho po, kar hoc'h eus ket hon dirañjet g'hon tro ! - Mar hor bo chañs ha boneur, a lâras an ekipaj, ni a ray ur ponton e-kreiz ar mor ha tout ar sirened a zay tro-ha-tro, a chomay geneomp ha ni ' chomay gete. Met seulamant arru an hani gozh hag en devoa daou-gant vlez, hag a lâras dezhe : - Mam bugale, amañ e vehec'h mat. Me 'zo-me kozh ha 'c'hellan ket mui kalz chom àr zour. Pa man gwelit gwelehet e vin re fatiket, c'hwi ma c'hasay d'ar ponton geneoc'h. Ha ne fichin ket mui doc'htoñ. C'hwi hoc'h eus gwelet àr ar mor pemzek siren é tañsal. Ar re-se 'zo ma femzek merc'h. Ha kent pell, int a zay tout amañ. Hag int a chomay genin. Int man goarnay hag un deiz e varvin, int ma c'hasay d'un enezenn, hag e vin interet àr bord ur lenn. Hag aze e vo lakaet bogedoù arneñv. Tout re roz, kar 'garan ket ar re gwenn. Hag ur wezenn lore 'dreist ma fenn. Met 'vo ket 'met del enni. Del glas. Ar gwez lore a ra bogedoù. An hani a vo 'dreist ma fenn-me, ne ray ket james boged ebet. Skuizh a-walc'h on é rodellat àr ar mor. Skuizh on doc'h mam buhez ha mam bugale 'vo èldin-me. Kar etrezomp, sirened, ni a vev kozh ha beus ur vuhez galet. . Tonioù : Ólöf Arnalds : Ævagömul Orkuþula Hommage au Cdt Hayet : Le beau bâtimant Arkàn : An nor Lankum : Lullaby

A liv ar loar hag ar stered

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio