An istr e gwazh an Intel
Hiziv eh aomp da gomz a-zivoud an istr e gwazh an Intel get parkizion istr a Lokoal-Mendon hag a Santez-Elen. Rac'h an dud ' zo bet aterset get Monique ar Boulc'h. Ar c'hentañ atersadenn hag an eil a zo get Cecile Maheo, Rose ar Mancq ha Marie-anne ar Bouedeg, int a zo bet aterset àr-un-dro er blez 1997 e Santez-Helen. An Deirvet atersadenn a zo get François Jehannoù er blez 1991 e Lokoal-Mendon hag an heni ziwezhañ ' zo bet enrollet er blez 1993 e Santez-Elen get Gilbert Liveg.
Sonennoù :
- Attila - Mono Massive
- Joze Kalloc'h - Buhez ar voerion
- Jorj Belz - Micher ar barkizion istr
- Armel an Hejer - Askell an avel
- Tautumeitas - Aulejas Klezmers