àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Maskloù er skolioù, barzh ar fin !

Maskloù er skolioù, barzh ar fin !

N'eo ket gollo ar skolioù daoust ma 'z int sarret en ofosiel, evel ma ouiit ervat. Er skolioù e vez graet war dro bugale labourerien an hospitalioù gant implijidi bet roet o asant evit en ober a bep eil. Goude teier sizhunvezh kognet b'ar gêr, ur skol bet sarret e departmaant al Loiret pa voe bet kontamet an holl, kelennerien ha kelennerezed a youl vat kontamet e mzur a lec'h, ha galvoù d'ar Vinistrelezh deus perzh ar sindikadoù, e vo kinniget maskloù d'ar gelennerien ha nann kelennerien er skolioù publik barzh ar fin. Erruet eo ar maskloù bep un tammig en departamantoù hag e tlefent bezañ dasparzhet er skolioù kerkent e penn kentañ ar sizhun. Poent voe, evel ma tispleg Renan Kerbiket domp, en anv ar gevredigezh kelennerien e brezhoneg "Kelennomp". Ar maskloù pourchuet gant ar gouarnamant a zo da vezan dasparzhet er skolioù publik. Skolioù katolek ar Morbihan a zo en em aozet gant un embregerezh deus ar vro evit fardan maskloù dezho. N'eus netra raktreset evit poent evit ar skolioù Diwan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio