àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Da Hawaï e yay Edmond Ruello da redek an Ironman

Da Hawaï e yay Edmond Ruello da redek an Ironman

Pemp blez ha tri-ugent eo Edmond Ruello. A-c'houde pell e ra triatlhon evit e blijadur ha kroget neus d'ober rederezhoù ironman. Tri c'hilometrad eizh kant neuial, kant pevar-ugent kilometrad àr velo ha daou gilometrad ha daou-ugent àr-droad. E miz mezhewen paset en deus gounidet an titl kampion Frans e Nice en e rummad oad. Gres d'an dra-se e oa bet dibabet evit monet da gampionadoù ar bed a vo 'benn miz Gouel Mikel àr enezenn Hawaï. Ambrouget eo Edmond get e vouez sur-walc'h hag e familh èl Lea, e verc'h-vihan c'hwezek vlez. Emañ Lea doh mikro Yaëlle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio