An dilennadegoù kêr e Kemper...
Ha distroet e vefe gant an dilennadegoù kêr an enebiezh sokialour-republikan a oa bet taolet d'an traoñ gant dilennadeg Emmanuel Macron ? E Paris, emañ Anne Hidalgo, ar maerez a-vremañ ha sokialourez, erruet kentañ betekhen, dirag Rachida Dati evit ar Republikaned. Kabalerez strollad prezidant ar Republik, Agnes Buzyn a zo erruet trede. Ar memes disoc'h a zo bet e Kemper. Isabelle Assih, danvez maerez sokialourez a zo en em gavet kentañ gant 32% deus ar mouezhioù, dirag ar maer a vremañ, Ludovic Jolivet, oc'h en em ginnig e penn ul listennad deus an tu dehou, a bet dapunet 30% deus ar mouezhioù. An daouad kleiz-dehou kozh a zo pell dirag o holl enebourien. Annaig ar Meur, penn al listennad LREM a zo erruet trede gant 14% deus ar mouezhioù nemetken. Goude-se e kaver unan deus al listennadoù ekologour a oa en em ginniget en dilennadegoù-mañ, hini Martine Petit, hag a zo aet 7% deus ar mouezhioù ganti.
Marc Andro, o souten listennad ar sokialourez, a zo fiamant ennañ evit an eil tro da vezañ trec'h deus ar maer Jolivet.