Muioc'h eget an hanter deus medailhennoù rummad ar sistr, e Kenstrivadeg Hollek al Labourerezh Douar...
Muioc'h eget an hanter deus medailhennoù rummad ar sistr, e Kenstrivadeg Hollek al Labourerezh Douar a zo aet gant boutailhadoù breton. Ar genstrivadeg-se, dalc'het da zigarez Saloñs al Labourerezh Douar e Paris, n'eo ket ur wir kenstrivadeg. Ne vez ket renket ar boutailhadoù war ur podium, roet vez ar medailhennoù aour, argant hag arem hervez talvoudegezh ar broduksion. Meur a vedailhenn a c'hell bezañ roet er memes rummad, hag e c'hell bezañ ne vefe gour er memes mod. 51 vedailhenn a zo bet roet da voutailhadoù sistr ar bloaz-mañ. Hag ur vedailhenn arem a zo aet gant ar Sistrerezh Rozavern, staliet e Terrug, e ragenez Kraon. « Soñj » anv ar pelestrad (cuvée), ur sistr feurm hanter-sec'h eo, deus ar bloavezh 2018. Jennifer Skouarneg, deus chistrerezh Rozavern a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
hag ur vedailhenn argant a zo bet gouenezet gant ar chistrerezh Rozavern evit ur he boutailhad jug avaloù.