àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An niver a eoged o zozviñ e stêr an Elorn war zigresk

An niver a eoged o zozviñ e stêr an Elorn war zigresk

'Benn ar 14 a viz Meurzh c'hallo ar besketourien dluzhed hag eoged mont war bord ar sterioù ha pesketa en dro! Devezh kentañ ar bloavezh 'vo dalc'het 'ba Breizh. Dec'h 'oa bodet ur c'hant bennaket a besketourien 'ba Sizun da genver emvod meur ar gevredigezh pesketourien AAPPMA an Elorn. Unan eus sterioù bravañ ha gwellañ da besketa an dluzheg hag an eoged eo ar ster ya eus Menez Are beket lennvor Vrest. Met chalet eo pesketourien an Elorn gant an niver a eoged 'deu da dozviñ enni. Un digresk spontus 'zo abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ. Selaouomp Ewan ar Ber, pesketour eoged anezhañ hag ezel eus ar gevredigezh AAPPMA an Elorn. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio