àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Kumun Gwengamp" : ul listennad a-gleiz davat

"Kumun Gwengamp" : ul listennad a-gleiz davat

Div listennad eus an tu kleiz 'vo war ar renk 'ba Gwengamp da geñver an dilennadegoù kêr 'vo 'benn ar 15 a viz Meurzh. Unan 'vo kaset gant Philippe Le Goff, maer Gwengamp, 'zo ezel eus ar PS. Unan all 'vo, sur eo ha n'eo ket massen, peogwir eo bet disklaeriet er prefeti araok an dibenn sizhun: 'ni 'vo kaset gant Gael Roblin. Deuet eo a-benn strollañ 14 maouez ha pempzek gwaz dindan un nebeut sizhunvezhioù 'vit sevel e listennad. 'Pezh n'eo ket deuet a-benn d'ober Yannig Kerlogot, kannad pastell vro Gwengamp, 'oa en soñj sevel ul listennad La Republique en Marche. War ar seblant 'vo, memestra, ul listennad eus an tu dehou 'vo kaset gant Pierre Pasquiou, 'zo kuzulier kêr 'ban tu a-enep. Ur sapre taol eus perzh Gael Roblin hag e gamaladed bout war ar renk. "Kumun Gwengamp" eo an anv 'zo bet dibabet. n'eo ket evit ober an Dispac'h hepken met kemer perzh 'bar vuhez politikel ar c'huzul kêr da vat. Selaouomp Gael Roblin ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio