àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

E Republik Iwerzhon eo aet ar maout gant ar Sinn Feiñ 'vit ar wech kentañ!

E Republik Iwerzhon eo aet ar maout gant ar Sinn Feiñ 'vit ar wech kentañ!

Disul eizhtezh 'zo oa votet gant an Iwerzhoniz en dilennadegoù kannaded, da gas dileuridi ar vro da gKambr ar Dail Eireann (Doyl Erin). Ur souezhadenn vraz eo bet da welet ar strollad Sinn Fein (Chin Feyn) ober ar gwellañ disoc'h deus e istor. Erruet eo dirag an daou aozadur istorel a rann ar galloud diaboe penn kentañ ar Republik. Kazi div wezh muioc'h a vouezhioù en eus resevet eget 4 bloaz 'zo, gant 24,5%. Penaos displegiñ ur seurt cheñchamant krenn ? Aet vefe skuizh an Iwerzhoniz gant politikerezh frankizour ar gouarnamant dibaoe dekadoù, hervez Blaithin (Blohin) Allain, Iwerzhonadez o chom e Breizh. Paouroc'h paourañ eo an dud e bro Iwerhzon, a lâr ar gomedianez deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio