Lezenn Molak : un raokadenn, daoust m'eo stanket war dachenn an deskadurezh
Diriaou zo bet votet gant ar Vodadeg Vroadel ul lezenn da reiñ muioc'h a c'halloud d'ar yezhoù-rannvroel e bro C'hall. Al lezenn, bet kinniget gant kannad ar Morbihan Paol Molak a oa da wareziñ ar yezhoù rannvro evel glad Frañs. Evel evit ar c'hinnigoù lezenn bet kaset d'ar Parlamant e 2015 hag e 2016, n'eo ket bet aezet an traoù dezhi ar wezh-mañ c'hoazh. Meur a sujed a voe kavet en destenn kinniget. Pennadoù zo a denne d'an deskadurezh, pennadoù all d'ar sinoù diakritek, lod da anavezout ar yezhoù rann-vro evel glad Frañs, ha lod all da reiñ ur plas dezho er vuhez foran. An holl benadoù zo tremenet, ken ar re a denne d'an deskadurezh. Nebeut a gannaded a voe er sal evit an eskemmoù diriaou. Ministr an Deskadurezh Stad Jean Michel Blanquer a oa du-hont koulskoude, hag en eus kemeret ar gaoz. Stephanie Stoll, prezidantez ar rouedad skolioù Diwan, azeu en dro war ar votadeg ganeomp.
N'eo ket echu an traoù koulskoude, p'en eus an destenn da dremen dre ar Sened bremañ.