Eil dier e Pornaleg....
E bro C'hall n'eus lezenn ebet da zifenn d'an dud prenañ eil-dier. N'eus ket, evit an tier, deus ur gwir kent-prenañ da skouer, ur gwir « preampsion » evel m'en eus ar SAFER war an douaroù labour-douar. A-benn neuze n'hell ket ar c'humunioù divizout da biv vo gwerzet an tier, na reoliañ o frizioù war ar marc'had. Daoust d'an dra-se e klask skipailhoù kuzulioù-kêr 'zo ober ar pezh a c'hellont da veveniñ an niver eil-dier war o c'humun.
Laurence Berr a zo eil-maerez e kumun Pornaleg-Leskon, ur gumun deus bord ar mor e bro Vigouden. Emahi deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.