àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur reform european evit ar peskerezh

Ur reform european evit ar peskerezh

Ur reform deus ar politikerezh european evit ar peskerezh 'zo war ar stern. Maria Damanaki, ar gomiserez evit an aferioù-mor, 'neus kinniget nevez 'zo ar poentoù pouezhusañ 'vo e kreiz an adkempennadur : - achu gant sistem ar "c'hota" meret gant ar besketourien evit gouzout pegement a pesked 'vo trapet ; krouet 'vo "kotaioù" hinniennel gant ar gwir evit pep hini da werzhañ anezhe ma fell dezhe ; - difennet 'vo da foetañ ar pesked deus ar vag er mor en dro. Pep pesk trapet a ranko bezañ diskarget er porzh. Ar pal evit ar gomiserez european : diwall muioc'h deus ar mamennoù pesked. Met n'eo ket tamm ebet mod-se 'vez gwelet an dazont gant ar besketourien artisanel. André Le Berre, prezidant komite Breizh ar peskerezh, 'neus displeget e soñj deus mikro Anne Gouerou

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio