àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brezhoneg 'ba bourk Plouvihan

Brezhoneg 'ba bourk Plouvihan

N'halle ket ken an nen lenn ar panelloù e brezhoneg staget ouzh ar stalioù 'zo 'e Plouvihan. 20 vloaz 'zo 'oant bet staliet gant kêr Blouvihan, 'chouk Plabenneg. Divizet o doa an dilennidi ha René Montfort, en o fenn, postañ 4000 euro 'vit lakaat reoù nevez. 'Vit René Montfort 'zo eil maer e-karg eus ar sevenadur e ranker lakaat war wel ar brezhoneg e kreiz ar bourk hag evel se degas c'hoant d'an dud implijout ar yezh se pe d'an nebeutañ chom hep disonjal 'anezhi. Erwan Blanchard kazetenner e Arvorig FM 'neus graet un tamm tro René Montfort 'e bourk Plouvihan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio