21 den nevez klañv gant an deng dindan ur sizhunvezh war an Enez Reunion
Epidemiezh an deng a zo o skeiñ enez ar Reunion dibaoe ur bloaz, war gresk eo aet an traoù dibaoe miz Du 2019. 21 den vefe bet nevez paket gant ar c'hleñved etre an 13 hag an 19 a viz Genver 2020 hervez prefeti enez ar Reunion. Violette Berou a zo diabarzhadez bloavezh kentañ medisinerezh er servij prim e ospital Sant Per dibaoe miz Du. Reiñ a ra deomp muioc'h a ditouroù war ar virus. Deus mikro Neven Penneg.