àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Les Zef et Mer", arzourien al leurenn lec'hel war wel

"Les Zef et Mer", arzourien al leurenn lec'hel war wel

Disadorn 'oa ar gouel "Les Zef Et Mer" e Plerin, 'tal kichen Sant Brieg. Etre an 11 a viz Genver hag an 2 a viz C'hwevrer 'mañ, etre kêrioù Plerin, Roazon, Pledran, Gwer, La Gacilly, ha Pariz. Aozet eo ar gouel-mañ gant ar soñj aezetaat an darempredoù etre arzourien war al leurennoù ha tud e micherioù an arvestoù, pennoù bras salioù, tud ar programiñ koñsertoù. Digarez da dizoloiñ abadennoù evit ar vugale, pe strolladoù sonerezh diwar-dro. Abaoe 6 vloaz e vez dalc'het ar gouel, hag evel bep bloaz 'oa staliet Radio Kreiz Breizh war blas. Tro 'oa bet da glevet ar strollad Le Gall-Carré/Moal Trio war al leurenn. Selaouomp pelloc'h gant Erwan Moal, Tangi Ar Gall-Kare ha Typhaine Korr, nevez degouezhet gant an daou gomper, o kontañ deomp deus o fladenn nevez, touellwel, ha deus o c'henlabour.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio