Kaballiñ dre bellgomz: erru skuizh 'zo ul lodenn eus ar boblañs
Massen 'peus bet tro da gaout da anduriñ pellgomzadennoù kasat gant stalioù prevez 'vit gwerzhañ traoù pe servijoù deoc'h . Meur a wech bemdez, a-hez ar bloavezhioù, 'vez anezho . peadra da gas an dud da sodiñ ha da goll pasianted. Ur sistem 'oa savet gant ar gouarnamant 'vit klask harzhañ ar varc'hadourien dre bellgomz da dizhout 'nezho 'bar gêr, Bloc Tel e anv. Erru glas 'zo bern tud, neuze, en o zouez Erwann Denez 'zo 'ba Landeda o chom. Gant Erwan Blanchard.