Moc'h gouez marv e Morieux : ar bezhin glas en taol?
Tabut zo o sevel abaoe ugent devezh ma vez kavet korfoù marv moc'h gouez war an aod e Morieux. Tapet eo an niver a dri ha tregont a loened marv hirie. Hag evel-just zo lakaet ar pouez war ar bezhin glas, stank-mat war an aod eno. Celestin Ar Rouz zo perzh er gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh, lâret 'ra deomp peseurt abegoù 'c'hell bezañ da varv al loened-mañ, en ur diwall memes tra 'raok na vo embannet disoc'hoù an analizoù. Deus mikro Tugdual Karluer.