Ur c'hraou eus ar c'hentañ 'zo 'ba iliz Lambaol-Gwimilio
Beket disul c'hallo an nen mont da welout ar c'hraou Nedeleg 'zo staliet 'ba iliz Lambaol-Gwimilio, 'chouk Landivizio. Met ouzhpenn ur c'hraou 'zo da welout... tiez bihan savet gant mein ha savet diwar batrom savadurioù 'zo 'ba Lambaol. Gant Jean Pouliquen eo bet savet an tiez, ar c'hreier, ar c'hanndioù ha kement 'zo. 30 vloaz 'zo 'noa komanset Jean da sevel e graou. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.