PIG : penaos 'vez klasket ar glifozat er staot
Dipitet eo ar c'hevredigezhioù difenn an endro, p'eo re strizh ar vandennad ma vo difennet implij louzeier chimik e kostez an tier. Dirgwener oa bet embannet gant ar gouarnamant penaos vo lakaet e plas un hed a 5 metrad ledanentez er parkeier ma n'o do ket al labourerien-douar ar gwir da skuilhañ pestisidoù. N'eo ket gant seurt cheñchamantoù el lezenn e vo sederaet an ekologisted, evel tud ar strollegezh Campagne Glyphosate, a glask ober ma vo paouezet gant implij ar volekulenn-se. Gant ar staoterien glifozat, a vez graet PIG (Pisseurs Involontaires de Glyphosate) deuhouto, zo bet dielfennet staot 6 000 den e bro C'hall dindan un nebeut mizvezhioù. 5 500 outo a zougo klemm enep ar Stad.
E bro Leon c'hoazh oa bet kaset o staot da vezañ dielfennet gant 22 zen div sizhunvezh 'zo. Digant daou laboratouer voe bet goulennet o disoc'hoù, unan staliet e Plouzane hag unan all e Bro Alamagn. Ar pal a oa gwelet ma vefe kavet Glifozat er staot.
Digwener diwezhañ oa bet aozet gant ar gevredigezh PIG Breizh un emvod evit reiñ disoc'hoù an div greizenn dielfennañ.
Jil Kilivere ezel eus PIG Breizh en doa kemeret perzh hag e oa deus mikro Yann-Fañch Kerneis deus Arvorig FM.