àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stourm a-enep da adreizhañ al leveou e Bro Frañs...

Stourm a-enep da adreizhañ al leveou e Bro Frañs...

Derc'hel a ra ar stourm enep d'ar raktres adaozañ ar sistem mont war e leve e bro C'hall. Ar sistem nevez a zo soñjet evit ma vo berniet poentoù gant al labouerien, ha n'eo ket mui tri-miziadoù, evel a vez graet gant al laourerien c'hall hiriv an deiz. Jean Paul Delevoye, hag eñ bet savet ar sistem nevez dre boentoù, 'n eus kemeret skouer war sistem bro Sued. E 2001 eo, e oa bet votet o sistem dre boentoù gant Parlamant Sued. Ur sistem diazezet war zaou bilier e gwirionez. N'eus nemet un darn deus o leve a zo paet d'ar retretidi dre zasparzh (« répartition » evel e bro C'hall), diwar an niver a boentoù bet sammet a hed o buhez labour. Ul lodenn vat all deus leve ar suediz a zo tennet diwar argant bet lakaet ganto da frouezhiñ e fontoù argant prevez. Ilias Chakar, a zo ur breton bet labouret ha bevet e bro Sued. Graet 'n eus e enklask tro-dro dezhañ, da c'houzout petra soñj e genseurted labour deus o sistem dre boentoù. Ur pennad Koaz Kaset gant Tunvezh Wlegen Granjean deus Radio Kerne.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio