àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Derc'hel a ra implijidi an tier SNCF hag RATP gant o luskad harz-labour...

Derc'hel a ra implijidi an tier SNCF hag RATP gant o luskad harz-labour...

Derc'hel a ra implijidi an tier SNCF hag RATP gant o luskad harz-labour. Evel kalz a labourerien e tiskouezont er mod-se o enebiezh deus raktres ar gouarnamant da cheñch ar sistem mont war e leve e Frañs. E endroioù labour prevez eo diaes derc'hel gant ur stourm war an hir dermen. N'eo ket e vefe aes an dra en tier publik kenebeut, met dont a reont a-benn gwelloc'h. Div sihunvezh 'zo ra bremañ e vez nebeut tre a drenioù o ruilhañ a dreuz bro C'hall, hag e bro Baris e vez deus al linennoù metro 1 ha 14 nemetken o vont en ur mod normal. Penaos e ra ar barizianiz neuze ? Simon Feray a labour hag a vev du-hont, ober a ra deomp e skiant-prenet ar pemzektez tremenet deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio