Sekour a ra ar bobl kurd get ar brizonidi politikel toullbac'het e bro Turki.
Seizh kant anezhe deus kroget get un harz-debriñ d'an daouzek a viz Gwenoloñ. Kement-mañ evit goulenn gwirioù. Evit bout kengred gete e vez aozet harzou debriñ un tamm e pep lec'h er bed, get ar c'humuniezhoù kurd. E Breizh eh eus 5000 a gurded é veviñ. Graet 'zo bet tri devezh harz-debriñ e Roazhon, e Naned hag ar sihun baset e oa e Gwened. Etre ar merc'her hag ar sadorn.
Selaouamp doh unan a izili ar c'homite souten e Gwened, Eddy Tüla (distagiñ « toula »), aterset get Olivier le Clainche, a RBG.