BENJAMIN BIOLAY "Vengeance" (2012) 1/5
A-houde La superbe e 2009 ema dàet Benjamin Biolay da voud anavet g'an oll, ha - dreist-oll - e dalant iwe. E 2012 e embanna e seizhved albom, Vengeance, un disk savet braw ha kempoueset mad : an den so trankilloh, mes chom a ra treantus e vusik, a gonta muioh bremañ eid e visaj pe e veg-bras.
Hiriw-an-deiz en deus kavet Benjamin Biolay e leh, e stil hag e vouezh. Hed-a-hed e ziskow en deus diskouezet e hella boud ur hrooner modern, ged muioh a nerzh bremañ. Skriviñ a ra dalhmad a-zivoud ar garantez (luziet lies), ar vuhez, ha mem ar lewenez, en ur gemer hentow dishañval : toniow-bale, liwiow new-wave ("L'insigne honneur"), rock, rap, jazzy pe elektro... Pinwikaet neus e stil-eñv ("La fin de la fin"), mes souezhadennow so ohpenn. Ar wezh-mañ en deus pedet un nebeud tud a beb sort, èl Vanessa Paradis ("Profite"), Orelsan ("Ne regrette rien") pe Carl Barât (The Libertines) ba'r ganenn-ditl.
BB neus gwraet e walh ewid sevel ur bladenn liesliw hag unvan, a galite uhel hag aes da glewed, ha dàet ew da benn. D'e soñj e sona braw ar ger ///vengeance///, gwir ew ataw dre e zisk newez, lugernussoh eid e euvrow kent, ha seiiñ a ra mad dehoñ 'benn ar fin.
BERGER / GALL "Laissez passer les rêves"
in Double jeu (1992 . Warner Music)
> Ur lehienn a galite a-zivoud France Gall
FRANÇOISE HARDY "Pourquoi vous ?"
in L'amour fou (2012 .
> Lehienn ofissiel
ROBBIE WILLIAMS "Candy"
in Take the crown (2012 . Island)
> Lehienn ofissiel
DISIZ "Moïse"
in EP Lucide (2012 . Lucidream)
> Lehienn ofissiel
RAPHAEL "Manager"
in Super-Welter (2012 . EMI)
> Lehienn ofissiel
BENJAMIN BIOLAY "
in Vengeance (2012 . Naïve)
> Lehienn ofissiel