Manifestadeg sistem al leve e Bro Frañs
Hiriv 'vo roet lañs d'ul luskad stourm a-enep adkempenn sistem al leve e Bro Frañs. Ur sistem 'zo diazezet war ar mod da jediñ dre boentoù gounezet a-hed ar vuhez labour ha n'eo ket diazezet ken war an dasparzh etre an dud. Diwar galv ur bochad sindikadoù ha strolladoù politikel en em gavo kalzig a dud war ar straedoù: tud 'neunt ar santimant 'vo kollet kalz ganto abalamour d'an adkempenn: alvokaded, tud o jiletennoù melen, implijidi eus an SNCF, implijidi 'zo o labourat 'e stalioù prevez. Hag ur wech n'eo ket atav z'aio ul lodenn vras eus ar boblañs da vanifestiñ bremaik. 'vel Annaïg Loaek 'zo skolaerez e skol ar Priñs Bihan e Plougerne. Bet eo o teurel ur sell war lec'hienn ofisiel 'vit jediñ al leve. Souezhet-mat eo bet.
Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.