Adreizh sistem al leve: alvokaded, implijidi SNCF, tud o jiletennoù melen... 'vo war stardedoù warc'hoazh
Bennarc'hoaz vo un devezh stourm sokial braz 'ba Frañs, galvet eo an nen gant holl sindikadoù ar publik hag ar prevez 'vit stourm enep raktres lezenn nevez ar gouarnamant war al leve dre boentoù. N'eo ket bet embannet c'hoazh ar mod ma vo savet resis ar sistem nevez. Daoust ma zo bet lâret dre ur sontadeg savet gant an Ifop emañ ar bras deus tud bro C'hall a-du evit reneveziñ ar sistem, diskouezañ a ra ivez n'o deus ket fiziañs er gouarnamant evit kas ar cheñchamant-se da benn. Aon o deus lod deus al labourerien ma vo graet e stal da sistem sokial ar retret istorel, a vez anavezet leve dre zasparzh. An deskadurezh stad, an ospitalioù, labourerien an SCNF, mez ivez ar studierien aet skuizh gant o live buhez izel, an alvokaded, ar varnerien, hag holl labourerien ar prevez a zo bet galvet da vont da vanifestiñ 'bennarc'hoazh.
Divizet o deus ivez strolladoù an dud o jiletennoù melen mont da heul ar stourm. Pa oa bet lañset al luskad bloaz 'zo koulskoude e oa dre vraz a-enep mod da stourm ar sindikadoù klasel.
Soaz Jolivet a zo ezelez strollad jupennoù melen Kemper. Emai deus mikro Tunvezh Gwalgen-Grandjean.