àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Proses 21 stourmer a-enep da c'hreizenn Landi 'vo warc'hoazh 'ba Brest

Proses 21 stourmer a-enep da c'hreizenn Landi 'vo warc'hoazh 'ba Brest

Warc'hoazh, 'ba Brest, 'vo dalc'het proses 21 den hag a stourm a-enep da raktres sevel ur greizenn d'ober tredan gant gaz 'ba Landi. E penn kentañ ar bloaz 'oa dalc'het manifestadegoù bemdez war bord ar chanter, 'ba kroaz hent an Drenneg. Manifestadeoù dalc'het gant izili eus meur a c'hevredigezh, "Landi dit non à la centrale" pe c'hoazh "Force 5". D'an 23 a viz C'hwevrer 'oa en em gavet ar stourmerien ekologel dirak klouedoù uhel tro dro d'an dachenn. Klouedoù hag a vir ouzh an dud gwelet penaos e tremen al labourioù. Diwar se 'noant divizet mont betek mont e-barzh ar chanter ha stankañ un tamm bihan un hentig 'zo just e-kichen. Met pep tra 'oa graet en ur mod difeuls. Anna Jouin 'oa e-touez ar stourmerien se d'an 23 a viz C'hwevrer. Galvet eo da vont dirak ar varnerien warc'hoazh. Kontet 'neus deomp perak, d'he soñj, int bet tapet gant an archerienl. Gant Erwan Blanchard. Gallout a ra an nen mont da skoazell ar re 'zo kaset d'al lez varn warc'hoazh. Emgav 'zo lakaet da 12e, dirak al lez varn. Boued 'vo fardet gant mignoned ar stourmerien a-enep d'ar greizenn d'ober gaz. Ha eus noz, adalek 8e, 'vo kinniget ur pred ha ur sonadeg 'bar "Sal de L'avenir" 'zo 'ba plasenn Guerin 'ba Brest. Kement 'mañ da sikour paeañ ar c'hastizoù 'vefe d'ar stourmerien paeañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio