àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Festisol: lakaat an dud da gaout c'hoant sevel ur bed reizhoc'h, kengred ha padus

Festisol: lakaat an dud da gaout c'hoant sevel ur bed reizhoc'h, kengred ha padus

Bep bloaz e pad pemzeiktez e fin miz Du e vez dalc'het Festival ar C'hengred. Lañset 20 vloaz 'zo, pal ar Festival des Solidarités a zo da gizidikaat, da lakaat an dud da sikour an eil re ar re all. 4 400 abadenn a zo da vezañ e Frañs a-raok fin ar miz. CCFD Terre Solidaire Kemper 'n eus soñjet lakaat war wel ur gudenn ispisial a denn d'ar mor ha d'an dud a vev diwar ar mor tro dro ar bed. Rastellet 'vez lodennoù mor 'zo gant kevredigezhioù sañset difenn an endro dindan an anv « aire maritime protégée ». Ur mod eo deuet dibaoe Emglev Paris war an Hin evit tud 'zo da c'hounid argant. Ar film « Océan la Voix des invisibles » savet gant Mathilde Jounot, a ziskoueze dija tri bloaz 'zo stad an traoù er bed. Un eil film, « Ocean » an eil, a ro da welet penaos e heller ober sames evit lakaat an traoù da vont war raok. Rene Fereg deus kevredigezh CCFD Kemper a zispleg deomp hiroc'h deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio