« Re gozh eo an douar », ar bladenn nevez savet gant Skol Diwan Gwengamp
Gant Skol Diwan Gwengamp 'oa bet labouret arlene da sevel ur bladenn. Ur bladenn enni tonioù savet gant ar vugale, ha kempennet gant o zud, pe kamaradoù dezhe, pep hini gant e doare muzik, pe vefe punk, hip-hop pe country. Nevez deut ar bladenn 'maez, ar s'un dremenet, « Re gozh eo an douar » hec'h anv, kinniget 'oa da-geñver gouel al levrioù e Karaez. Un toullad pozioù gant Jérome Ollivry, tad bugale er skol, hag en nevoa roet lañs d'ar raktres. Gant Tudual Karluer.