O sevel 'mañ an dud 'ba Europa evit difenn pobl Kurdistan
Dindan bombezennoù bro Durkia emañ Kurded Siria dibaoe dimerc'her. Manifestadegoù a zo bet un tammig e pep lec'h 'ba Frañs hag 'ba Europa : Alamagn, Beljia, Izel-Broioù, Gres, pe c'hoazh 'ba Chipr. A-unan emañ strolladoù divroidi Kurded gant strolladoù politikel an tu-kleiz ha sindikadoù evit ma harzo ar prezidant turk Erdogan da dagañ ar Gurded.
E Breizh ivez eo bet an dud oc'h en em strollañ a hed ar sizhunvezh e meur a gêr. Timotée Rogues, stoumer an tu-kleiz dizalc'hour, a zo bet e manifestadeg 'ban Naoned disadorn. Klask a ra lâret deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean evit peseurt abegoù e talc'h gouarnamant Erdogan da dagañ ar Gurded.