"Champ d'expression" zo anezhañ un emgav da zizoloiñ arz e menajoù e kreiz Breiz
"Champ d'expression" zo anezhañ un emgav da zizoloiñ arz, a vez dalc'het bep bloaz e menajoù e kreiz Breizh. Ar bloaz-mañ e vo ar seizhvet gwezh 'vo anezhañ. Ha n'eo ket e meur a lec'h 'vo evit ur wezh, met en ur feurm hepken, e Kergonan e Tremargad. Un arzourez 'ni zo staliet war blas abaoe un toullad sizhunvezhioù, Stéphanie Pommerel hec'h anv, kustum o tennañ danvez he labour diwar ar pezh a gav war al lec'h. Gant ar gevredigezh La fourmi.e 'vez aozet Champ d'expression, displegadennoù gant Hélène, perzh en enni.
Adalek Disul 'vo moaien da welet an diskouezadeg, ha meur a emgav 'vo aozet betek fin miz Here. Gant Tudual Karluer.