àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Krapat, yogaat ha fardañ bier 'ba Ostel Doue 'ba Roazhon!

Krapat, yogaat ha fardañ bier 'ba Ostel Doue 'ba Roazhon!

Evit tri bloaz eo teu Hostel Doue Roazhon da vezañ ul lec'h sevenadurel dibadus. Ar savadurioù, dilezet dibaoe bloavezhioù, a voe bet gwerzet gant an ospital CHU d'an EFPB, an ti da verañ an douaroù e Breizh. Raktreset zo da renkañ ar pezh a oa bet ti gwilioudiñ Roazhon evit dont da vezañ unan deus karterioù nevez ha cheuc'h Roazhon. En 30 000 metrad karrez e vo kavet a-benn 3 bloaz ac'hann lojamantoù, stalioù kenwerzh, ostalerioù pe c'hoazh osteloù. Da c'hortoz, e kerzh an tri bloaz da zont, e vo degemeret un emberegezh vihan eno, Mod All he anv, nevez krouet gant 6 den yaouank. Ganti vo dalc'het daou stal en Hostel Doue : the Roof ,d'ober kraperezh, yoga, ha ti-boued, hag Origines, da broduiñ bier ha da zerc'hel un ostaleri. Ganto 'vo degemeret hag aozet ur bern emgavioù sevenadurel digoust ouzhpenn an dra-se. Digwener e oa bet digoret d'an dud evit ar wezh kentañ, hag ez eus bet dalc'het tri devezh gouel eno evit al lid. Olivier Lhopiteau, a raio war dro ar salioù skrapañ, a zispleg penaos eo ganet ar raktres deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio