àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Nullet 'oa bet ar vanifestadeg 'ba Landivizio a-enep ar Greizenn d'ober tredan gant gaz!

Nullet 'oa bet ar vanifestadeg 'ba Landivizio a-enep ar Greizenn d'ober tredan gant gaz!

Gwelloc'h eo bet da stourmerien ar gevredigezh "Landivisiau doit dire non a la centrale à gaz" nullañ ar vanifestadeg 'noant da aozañ disadorn tremenet. Memestra 'oa bet ur c'hant bennaket a stourmerien war blas, 'ba Landivizio, 'vit degemer ar re 'oant kelaouet ha war un dro 'neunt divizet dibunañ 'ba kreiz-kêr. Da gentañ 'oa bet nac'haet gant ar prefed ouzh an aozerien kas ar vanifestadeg beket an dachenn emañ Total-Direct-Energie o kempenn araok komañs sevel ar greizenn warni. 'benn nebeut tre. Aon 'noa ar prefed, hervez kont, 'vefe kann etre ar vanifestourien 'zo chomet habask abaoe penn kentañ o stourm hag an archerien. Eus noz 'oa dalc'het ar sonadegoù hag ar gouel 'ba Sant Riwall 'ba Menez Are memestra. Ur gouel savet 'vit souten ar stourmerien 'vo barnet 'benn nebeut ha dastum arc'hant 'vit paeañ ar frejoù yaio da heul. Rebechet eo dezho bout distrujet madoù foran 'ba Landi ha bout nac'haet reiñ danvez korf d'an archerien gellout anavezout o merkoù genetek. Tamallet eo dezho ivez bout stanket an hent chouk tachenn ar greizenn. Muioc'h a displegadennoù ouzh mikro Erwan Blanchard gant Alan, stourmer anezhañ, 'oa 'ba Sant Riwall disadorn noz.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio