àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Disemglev braz a zo war afer an difenn implij louzoù chimik e kichen an tier

Disemglev braz a zo war afer an difenn implij louzoù chimik e kichen an tier

Ur guzuliadeg foran a zo bet digoret ur sizhunvezh 'zo gant ar gouarnamant, da c'hoût ma tlefe bezañ difennet implij al lzouoù chimik war vadennadoù douar stok d'an tier. Goulennet vez o soñj digant ar fransizen war ar sujed-se, mez disemglev braz a zo etre pep tu, difennerien an endro, labourerien douar, ha gouarnamant. Al labourerien douar a ra gant al louzoù chimik a zo en o maloz. Gervel a ra ul lodenn vat deus ar sindikadoù departamant FDSEA da stourm enep ur seurt lezenn. Adalek dilun o deus embannet kas oberezioù stourm da benn. Ministrez ar Yerc'hed hi a zo evit heuliañ d'ar muiañ tout ali Ajañs Broadel Surentez ar Yerc'hed, an ANSES, da lâret eo e vefe difennet implij ar pestisidoù war ur vandennad 5 metrad pellder deus an tier evit ar parkadoù gounidgezh izel (ed, pe betarabez da skouer), ha 10 metrad evit ar gwerjezennoù. Kalz nebeutoc'h eget ar pezh a voe bet klasket ober gant maer kumun Langoed, en Il-ha-Gwilen. Daniel Kueff 'n oe eñ difennet implij al louzou chimik war ur vandennad 150 metrad deus an tier war e gumun. Selaouomp soñj Mark Kerrain, bet o tifenn Daniel Kueff dirag al lez-varn, ha parkeier dreñv e di eñ e-unan evel just...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio