àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg enep G7 ar Parlamantoù e Brest

Manifestadeg enep G7 ar Parlamantoù e Brest

E fin ar sizhun dremenet 'oa bodet 'ba Brest prezidanted Breujoù ar broioù 'ya d'ober ar G7: Alamagn, Rouantelezh-Unaned, Japon, Kanada, Bro-C'hall, Stadoù-Unaned hag Italia. Pal ar 17vet emvod G7 gant ar parlamantoù 'oa da lakaat ar gaoz war ar mod da verañ ar morioù, implij 'nezho ha gwareziñ 'nezho. Un tamm stourm 'zo 'ba Brest memestra gant ar strolladoù a-enep kapitalourien, a-enep brezel, dezho da embann o soñj war vont en-dro hollek ar sistemoù politikel hag ekonomikel 'zo lakaet e pleustr hag o efedoù war ar blanedenn ha buhez mab den. War dro 300 den o deus manifestet, neuze, disadorn war straedoù Brest. Ur vanifestadeg etre-luskadoù 'oa ; en o zouez ar CNT, ar Jiletennoù Melen, ar stroll a-enep an armoù nukleel, Youth For Climate pe c'hoazh Extinction Rebellion. Hiniennoù, ivez, 'oa bet betek plasenn Strasbourg 'vit kemer perzh 'ban dibunadeg. Selaouomp Anna da gentañ, 'viti, lakaat ar gaoz war ar morioù 'zo a-bouez. evel just! Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio