Bowling, ur film diwar-benn ar stourm evit ospital Karaez
En deizioù-mañ zo savet meur a film e Breizh. Unan anezhe eo «Bowling», gant Marie-Castille Mention-Scharr. Ur film ijinet diwar ar stourm 'oa bet e 2008 evit miret ar servijoù gwilioudiñ ha surjianerezh en ospital Karaez. Aktourien vrudet zo da gemer perzh ennañ, evel Catherine Frot, Firmine Richard, pe Mathilde Seigner. Hag ur bern tud dianav ivez, anat deoc'h. Evit se zo graet galv ouzh an dud o devoa kemeret perzh er stourm e Karaez, evit ma teufe ar muiañ niver anezhe. Catherine Carré zo unan anezhe, lâret 'ra deomp penaos 'tremen an treiñ, ouzh mikro tk.