Keleier 5:30
Louzaouer, ur vicher mil-gozh e Frañs 'giz er bed a-bezh !
Met ur vicher oa bet torret e 1941 gant ar Marechal Pétain evit reiñ d'an apotikerien hepken ar gwir da werzhañ al louzaouennoù.
Poent bras treiñ ar bajenn ha krouiñ en dro ar vicher « louzaouer ». Laouen 'mañ an dud a-vicher evel Yann-Bêr Nicolas, eil-prezidant ar gevredigezh « Jardins du monde / Liorzhoù ar bed ».
selaou
Bod kelenn, ur gevredigezh nevez savet er Faouet evit diwhenn ar brezhoneg.
Erwan Lelièvre, eil prezidant bod Kelenn a zispleg deomp hiroc'h.
selaou