Foar ar c'hezeg 'ba Kerien
Bep bloaz, en trede sadornvezh a viz Gwengolo, 'vez foar ar c'hezeg e Kerien 'kichen Boulvriag. Un emgav darempredet kalz, pe ve gant tud ar vro, pe reoù diavaez. Disadorn 'ni oa dalc'het 'ta, ///Claude Salomon///, maer Kerien, a lâr deomp e soñj war an abadenn. Ha d'e heul 'vo klevet ///Marsel Meur/// deus Karnoed, saver kezeg anezhañ. Gant ///Tudual Karluer.///