àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar stourmerien enep kreizenn gaz Landivizio a dremeno dirag al lez-varn d'ar 04/07

Ar stourmerien enep kreizenn gaz Landivizio a dremeno dirag al lez-varn d'ar 04/07

Abaoe 8 vloaz 'zo stourmet a-enep ar raktres sevel un uzin d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio. 'Pezh n'a ket d'ar Stad, d'ar Rannvro ha d'ar prefed. Memestra 'oa roet lañs d'al labourioù penn kentañ ar bloaz-mañ gant Total-Direct-Energie 'zo bet fiziet enni sevel an uzin 'brodufe beket 400 megawatt ha mirout eus ur black-out tredan c'hoarvezout 'ba Breizh. Ur wech savet ar greizenn 'yafe 50 million a euroioù bep bloaz gant Total-DirectEnergie, kement-mañ 'pad ugent vloaz. War greskiñ ya ar gwask war ar re 'zo a-enep ar greizenn. Abaoe penn kentañ ar bloaz 'zo kaset muioc'h mui a dud d'an archerdi 'ba Landivizio 'vit bout goulennataet kar stanket 'neunt un hentig 'zo war bord an dachenn lec'h 'ma 'vo, sanset, savet ar greizenn 'pad un eurvezh bennaket. Meven 'yaio da lez-varn 'ba Brest 'benn ar 4 a viz Foenn. Muioc'h a displegadennoù gantañ ouzh mikwo Erwan Blanchard. D'ar 4 a viz Foenn 'yaio Meven d'al lez varn. Un devezh souten 'vo aozet 'ba Brest adalek 1e30 goude merenn. Kenkas 'vefe goulennet gantañ hag e gamaladed paeañ ur c'hastiz 'vo ur gouel 'ba karter Sant-Martin 'vit dastum arc'hant.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio