àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar saloñ Générations 2012 oa dalc'het e Gwened a-hed an dibenn-sihun.

Ar saloñ Générations 2012 oa dalc'het e Gwened a-hed an dibenn-sihun.

Bep daou vlez vez savet an darvoud. Gouestlet e oa d'ar bugaleaj e-raok hag an taol-mañ oa ledanaet ar saloñ evit tizhout ar familh a-bezh. Lakaet eo bet àr-wel an c'hoarioù video dre skwer ha bed ar mangaioù. Kornad ar brezhoneg oa iwez, lec'h ma oa tolpet tud Diwan, Diw Yezh, Dihun ha Babigoù Breizh. Ketañ deiz ha blez an ti pouponed zo bet lidet eno. Selaouamp doh Padrig Béchard. E verc'h a oa e-mesk ar bouponed ketañ degemeret er vagouri. Ur reportaj get Yaëlle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio