Ha chom a raio an ONF ur selvij publik ?
Ne ya ket mat an traoù e koadeier Frañs. Pe er selvij Stad a ra war dro ar c'hoadeier da nebeutañ, Ofis Broadel ar C'hoadeier, an ONF : niver a implijidi o vont da zigresk, gwask lakaet warno evit disgreskiñ an dispignoù, mez ivez gwask lakaet war ar c'hoadeier evit ma vo pilet muic'h a wez. En diskar-amzer tremenet o doe labourerien an ONF graet ur gerzhadeg vraz a dreuz ar vro. En em gavout voent holl e koad an Troñçais e departamant an Allier. Koant voent lakaat war wel penaos ya o labour war ziaesaat, ha penaos eo un dañjer evit ar c'hoadeier o-unan, dreist-holl dibaoe ma vez lakaet e pleustr ar C'hOP, Contrat d'Objectif et de Performance, e 2016. Rannet eo diabarzh an Ofis etre al labourerien war an dachenn hag ar pennoù-braz, ha tenn an traoù, ken m'en eus ar rener hollek Christian Dubreuil groet e zilez e penn kentañ ar bloaz.
Jean-Paul ar Rol a zo bet gward-koad evit an ONF betek 3 bloaz 'zo. Reiñ a ra da glevet soñj labourerien an ONF war emdroadur bolitikel an Ofis er bloavezhioù tremenet.
Arguzennet vez gant Ministrelezh al Labour-douar hag ar Boued penaos eo rediet an ONF da zigreskiñ e zispignoù. E 2017 en oe an ti 320 million ¬ a zleoù. Evit mont en dro, 'n eus an ONF da c'hounid argant dre e-unan, dre werz ar c'hoad.