Gouel ar repuidi e Douarnenez
Ezhomm zo argant gant ar c'hevredigezhioù a skoazell ar repuidi e bro C'hall. Gwir tre eo evit ar gevredigezh « Le Temps Partagé » staliet e Kemper, hag a sikour ar repuidi yaouank bet nac'het dezho ar gwir da vezañ kemeret e karg evel minored. Evit an abeg-se eo zo bet aozet ganto ur gouel braz disadorn, gant seizh arvest disheñvel.
Evit meur a abeg vez ezhomm rastelliñ argant ganto evel just, mez ar pep brasañ a zo gouestlet da baeañ ar skolajoù ha liseoù prevez a zegemer an divroidi yaouank, dre ma n'eus kazi skol publik ebet evit asantiñ da skoliatañ anezho, hervez un ezel deus ar gevredigezh.