Manifestadeg an Deskadurezh Stad
Manifestadegoù hag oberennoù a bep seurt a zo bet kaset disadorn e bro C'hall en he fezh, enep d'al lezenn nevez war an Deskadurezh Stad. Kelennerien ar c'hentañ erez hag an eil derez, mez ivez kerent ha liseidi a voe er straedoù evit diskouez o enebiezh da venozhioù Ministr an Deskadurezh Stad, Jean-Michel Blanquer.
Enora, Perryne, Marina, Mael, ha Korantin a zo kelennerien e skolioù Kerne Izel. Da gKemper e voent bet disadorn vintin, ha displegiñ a reont deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean perag eo ur stourm a sell ar c'hentañ hag an eil derez.
Evit lies abeg all e vez enebet deus al lezenn-se, hag a vez gwelet evel ar gwashañ hini bet biskoaz evit distrujiñ an deskadurezh publik. Emvodoù-meur a zo bet dalc'het goude ar manifestadegoù disadorn, e Kemper pe c'hoaz e Brest. E Penn-ar-Bed zo bet divizet a-stroll gervel da herzel gant al labour kerkent diriaou en dro. Emgav o deus roet ouzhpenn da vont dirag burevioù kannaded pep tolpad bro. An emgav a zo e pep lec'h da 12e30, evit d'an holl, grevisted pe get, gellet kemer perzh en oberenn stourm.