àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lakit ho anv 'ba diplom studiadennoù keltiek 'ba Roazhon 2

Lakit ho anv 'ba diplom studiadennoù keltiek 'ba Roazhon 2

Dec'h 'oa un emgav 'barzh un ostaleri e Roazhon 'vit kinnig d'an dud a diplom studiadennoù keltiek 'zo 'ba skolveur Roazhon 2. Un abardavezh 'bop 'zhun 'vez tremenet er skolveur ga'r studierienn, 'pezh a ro amzer d'ar re o deus ul labour 'kichen da skwer d'ober an daou diouzh renk. A-raok fin an hañv eo dav kas an teuliad 'vit lak e anv. Met a'raok 'nem skrivañ 'vo klevet memes tra un neubeut displegadennoù diwar-benn an diplom gant Gwendal Denez. Hennezh 'zo kelenner hag en deus lâret da Wenvael Delanoe da biv vez kinniget ar studiadennoù-se. Ga kevredigezh Kendeskiñ 'vez klasket brudañ al labour 'vez graet ga'r studierien. Oc'h aozañ prezegennoù gante digor d'an holl, pe darvoudoù 'bop seurt a denn eus sevennadur Breizh. Ha just 'walac'h 'vo aozet gante un devezh 'vit enoriñ Yann-Fañch Kemener a noa roet kentelioù 'ba'r diplom-se. D'ar 25 'viz Mae 'vo dalc'het Minioc'h a ditouroù war facebook « Kendeskiñ ».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio