àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Piv 'vo gouest displegañ testenn Mein ar C'haro 'ba Plougastell?

Piv 'vo gouest displegañ testenn Mein ar C'haro 'ba Plougastell?

Ur mein gant skridoù kevrinus, ur genstrivadeg lañset gant kêr pBlougastell 'vit klask diskoulmañ an afer ha 2000 euro da c'hounit. Birvilh 'zo 'ba ledenez Plougastell 'vit klask goût 'pezh a dalv ar 25 linenn 'zo kizellet war ur mein 'zo war aod bae ar C'haro. "Mystere Champollion e Plougastell-Daoulaz" 'vez graet eus ar c'honkour lec'hienn internet. E brezhoneg 'vefe bet skrivet an destenn. Met den na oar piv ha petra se 'zo kaoz 'zo roet lañs d'ar genstrivadeg se. Fañch Kastell 'zo o chom nepell eus ar mein 'zo unan eus ar 1500 den 'zo o klask diskoulmañ ar c'hevrin. Pezh 'zo sur 'zo bet kizellet un deiziad war ar roc'h 'rofe un nebeut hentoù 'vit lec'hiañ istor an destenn. Beket miz du c'haller kas kinnigoù 'vit mont pelloc'h gant displegañ an destenn 'zo bet kizellet war bord aod ar C'haro 'ba Plougastell. Gant Erwan Blanchard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio