àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

1200 kargad o vanifestiñ a-enep ar raklezenn war ar servijoù foran

1200 kargad o vanifestiñ a-enep ar raklezenn war ar servijoù foran

Hirie 'oa grev gant ar fonksionerien er stad c'hall diwar galv an holl sindikadoù, 'enep da adkempenn o statud. An nav sindikad (CFDT, CFTC, CFE-CGC, CGT, FA-FP, FO, FSU, Solidaires hag Unsa) zo o sevel 'enep na vo lakaet ar raktres lezenn-mañ e pleustr, rebechet dezhañ degas ar statud publik d'ur stumm heñvel d'an hini privez. 'Raok an hañv e fell d'ar gouarnamant 'vo lakaet e plas. Adalek an 13 a viz Mae 'mañ da vezañ studiet gant an deputeed evit se. E-mesk an traoù rebechet en destenn, aezetaat an ober gant tud o c'hontradoù bresk. Sklaeroc'h, gobrañ tud gant kontradoù berr, hep reiñ tu dê da vezañ gobret en urmod didermen. Hag en tu all da se, aezetaat ar cheñch lec'hioù d'ar postoù. Evit ur wech 'oa ar sindikad CFDT o vanifestiñ, 'vel 'lar Jean-If Breton deomp.... Ur reportaj gant Erwan Blanchard 'ba Brest.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio