àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar garantez 'bal lennegezh e brezhoneg 'vit lidañ 50 vloaz ar CRBC

Ar garantez 'bal lennegezh e brezhoneg 'vit lidañ 50 vloaz ar CRBC

Ar bloaz 'mañ eo lidet 50 vloaz ar CRBC, Kreizenn enklask breizek ha keltiek. 'Ba Skol-Veur Brest 'neunt divizet an izili eus ar greizenn enklask reiñ d'an holl fell dezho dont da dizoloiñ teñzorioù o levraoueg. Kement 'mañ 'oa graet gant Ronan Kalvez e penn kentañ ar bloaz 'kerzh ur weladenn, war lerc'h 'oa kinniget gant Mannaïg Tomaz un abadenn diwar benn al lennegezh war Breizh e galleg hag hudu 'oa tro Nelly Blanchard da displegañ un tem "ar Garantez 'ban testennoù e brezhoneg". Un tregont bennaket a dud 'oa deuet da selaou ar gelennerezh Skol-Veur 'neus livet istor an tem se 'bal lennegezh eus ar 16vet kantved beket hudu. Perak an dibab se, selaouomp Nelly Blanchard. Moien 'vo mont da lent an dielloù, al levrioù, romanto`, dastumadoù danevelloù war ar garantez 'kerzh ar miz 'mañ . Diskouezhet 'vo 'nezho 'ba levraoueg ar CRBC 'ba skol-veur Segalen. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio