àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar Restig 'zo unan eus ar re diwezhañ 'chom gouez 'walac'h tro dro da gêr Vrest

Ar Restig 'zo unan eus ar re diwezhañ 'chom gouez 'walac'h tro dro da gêr Vrest

Gwez-derv kozh-noe, pradoù gouez, hag ur stivell o redeg. Setu buan-ha-buan stumm traoñnienn ar Restig 'zo unan eus ar re diwezhañ 'chom gouez 'walac'h tro dro da gêr Vrest. Pezh 'zo eo lakaet en arvar abaoe muioc'h 'vit 10 'vloaz 'blam d'ur raktres da sevel un hent-bras e hanternoz Lambezelleg. Ma 'z'eo bet un tamm stanket an afer ga'r justis e miz Du 'oarer ket c'hoazh ha savet 'vo un hent e kreiz an takad-se. Nullet 'oa bet an diskleriadenn « d'utilité publique » ga'r C'huzul Stad, met n'eo ket 'vit 'se 'ne vo ket nullet da vat ur raktres hent all. Vit diskouezh 'chomont war evezh 'oa bet roet emgav d'ar gazetennerien war al lec'h gant enebourien ar raktres. Alain Kervern 'zo doc'h mikro Gwenvael Delanoe. 'Vit diskouezh 'zo buhez tud ivez war an takad 'vez plantet bep bloaz ur wezenn avaloù 'ba korn ur prad. Ha gounezet 'vez un tamm an douar ivez. Bremañ 'mañ enebourien ar raktres o c'hortoz 'vije roet o soñj gant ar bolitikourien yaio war ar renk evit an dilennadegoù ti-kêr e 2020.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio